Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Bricoles
Bricoles
brezhoneg
24 octobre 2013

HAIKU SAMHAIN

HAIKU SAMHAIN
deut mare Samhain Cernunnos a glevan fraezh laouen evel boaz
Publicité
1 octobre 2013

HAIKU MIZ HERE

HAIKU MIZ HERE
erruet miz here liesliv ha da bep seurt avaloù e-leiz
28 juin 2013

DOUR WAR AN DOUAR

DOUR WAR AN DOUAR
glas ar geot, gris an oabl ne vez ket gwelet an heol ken gris ar geot ha glas an oabl ne vez ket gwelet gwall alies an heol a-us ar geot ken ar geot dindan an heol splann gortoz, avat, gortozomp-ni o treiñ emañ ar bed-mañ buan adwelet 'vo an amzer do...
10 mai 2013

HAIKU DON

HAIKU DON
don bepred ar ster o redek betek ar mor dindan ar stered
18 mars 2013

SKUIZHDER AN NEVEZ-AMZER

SKUIZHDER AN NEVEZ-AMZER
barradoù glav stank dour o kouezhañ war ma fenn ra ne vo ket erc'h
Publicité
9 mars 2013

STROÑSAD

STROÑSAD
erruet bremañ un devezh fresk ar vuhez leun a soñjoù fraezh
5 mars 2013

MOUSKAN EN UR HUNVREAL

MOUSKAN EN UR HUNVREAL
klevet e vez fraezh hiboudoù ar gantvedoù tremenet pell 'zo klevet e vez groñs c'hwezh ar stered o tañsal war an oabl ken don klevet e vez kreñv lapoused-noz o kanañ dindan al loar
9 février 2013

NEW MOON FLOW

NEW MOON FLOW
bylja köld á jörð tár nýs tungls sem þráir heitt fyllingu sem fyrst. kouezh yen ha stank daeroù al loar nevez o c'houlenn loargann tombent dru sur terre larmes glacées de lune neuve qui veut être pleine.
6 février 2013

CHANT VENT - KAN AN AVEL

CHANT VENT - KAN AN AVEL
souffle dans les braises de la lune en croissant un grand vent d'antan ha setu da heul an droidigezh e brezhoneg, savet gant Kingar: c'hwezh e-barzh regez al loar a zo en he c'hresk avel vras 'wechall
12 octobre 2012

HAIKU: LAE AL LOAR

HAIKU: LAE AL LOAR
klevet e vez fraezh heol ar bleizi o huchal: ur falz eo al loar
7 octobre 2012

YO

YO
liv ar c'hoad hiziv trouz al loar o treiñ bepred kollet an alc'hwez
25 septembre 2012

OLOLE

OLOLE
c'hwez an avel blaz ar glav kalv an ael brav atav
3 septembre 2012

HAUSTHÆKA - HAIKU AN DISKARAMZER

HAUSTHÆKA - HAIKU AN DISKARAMZER
undir gullmána fljúga leðurblökur lágt: haustnótt skollin á. dindan al loar aour logod-dall o nijal izel: diskar-amzer deut.
2 août 2012

LOARGANN AN EOSTIG

LOARGANN AN EOSTIG
lufrus an devezh: sell 'ta piv, lapous laouen, gwelet 'teus an heol?
19 juillet 2012

SON AN AVEL

SON AN AVEL
klouar an avel c'hwek e c'hwezh hiziv: erruet an hañv
9 juin 2012

HAIKU IK: KAN

HAIKU IK: KAN
iskis an avel: pluennoù 'vo gant an naer e skeud ar wezenn
4 juin 2012

AVEL AR C'HEMMADUR

AVEL AR C'HEMMADUR
klevout a ran kreñv stroñsadennoù stank ha start: stered o redek
1 juin 2012

ISKILLI DIGOR

ISKILLI DIGOR
gwelet 'm eus an ael du an iskilli digor prest da vont tramor
11 mai 2012

HAIKU HENDADOÙ

HAIKU HENDADOÙ
hiziv 'm eus fraezh klevet mouezh an hendadoù chouchoumouchou flour
9 mai 2012

TONKAD

TONKAD
tr o-dro ar skourr skeudennet ez eus div naer lufrus o tañsal an eil ruz hag eben liv an argant un tonkad lonket evel dour marv ha karantez flour (ur vrikolennig savet e 2009, adlennet hiziv)
Publicité
1 2 3 4 5 6 > >>
Bricoles
Publicité
Derniers commentaires
Archives
Publicité