16 novembre 2009
LOAR NEVEZ MIZ DU

ken du eo ken du
ha kendalc'homp koulskoude
betek nedeleg
11 novembre 2009
MELEN_AOUR AR MELEZOUR

alaouret framm ar skeudenn
tonkadur mab-den
gwad o redek e-barzh
a reflection framed in gold
is human destiny
where blood does flow
reflet encadré d'or pur
le destin humain
y coule le sang
gull umlykur mynd
mannleg eru örlög
og rennur þar blóð
09 novembre 2009
ON THE ROAD
víða liggja vegir
og víða brýr
vestur og heim aftur
yfir aldanna flaum
en ur heulian hentoù ar bed
pontoù treuzet
da zu gwalarn hag en-dro
a-us stêr ar gantvedoù
04 novembre 2009
AR MAOUT
Aet ar maout ganin,
unan a oa ruz ha du
gwelet war an hent.
Mystérieux bélier
sur le chemin vers l'étoile,
rouge et noire toison.
Hulduhrútur einn
rauðsvartur og stórhyrndur
stóð þar eins og steinn.
26 septembre 2009
ROUD AN AEL
e-barzh ur huñvre:
da zorn digor astennet
ur burzhud da heul
12 septembre 2009
TONKAD
tro-dro ar penn-bazh skeudennet
ez eus div naer lufrus o tañsal
an eil ruz hag eben liv an arc'hant
un tonkad lonket evel dour
marv ha karantezh flour
fusion: oeuvre au noir au rouge
destin versé en coupe comme eau à boire
inscription secrète ogham le sceptre
deux serpents ondulent luisants:
aile de corbeau braise du présent
soufre - je te suis vif-argent
mer cure brûlure
or en sort
or sortilège
aurore
04 juillet 2009
DIGOUMOUL AN DREMMWELL
digoret an nor
deus tre beajour kaezh
ne chom ket er-maezh
02 avril 2009
DREMMWELL ETRE DAOU BED
hunvreoú iskis o vont hag o tont
heñvel-ruz ouzh hiliber
a gresk war roudoú an aeled
daoulamm a ra ar galon e-tal donder an oabl
klevet e vez a-wechoú
kleier laouen o seniñ
notennoú evel takennoú gwad
hiliber war an oabl
01 avril 2009
AN EOG
An eog 'm eus tapet
ken nerzhus o neuial a-hed red ar ster
dindan avel klouar an douar
ha debret e vo laouen
26 mars 2009
MOOON MOOON
kan an evned dindan al loar nevez
hini an amzer-nevez hini graet an tourz ganti
torret e vo mogerioú gant ar mouch-avel fresk
digoret dousig bleunioú liesliv
redek a ra ster ar vuhez














